Site / Lec'hienn Erwan Evenou

PARDON SANT FIAG

PARDON SANT FIAG
(romant)
Embannet gant an oberour, 2007
_wsb_215x312_livre8 

Ur romant faltazi penn-da-benn eo hemañ. Faltazi dibrenn ha direol gwechoù… Un istor marvailhus un tamm, ha ’zo ’vont gant red an awen hed-ha-hed. Kriz ha fentus a bep eil, sirius taolioù ’zo, flemmus atav. Karantez ha kasoni, kann ha mignoniezh… Brezhoneg botoù-koad pe brezhoneg kador diouzh an degouezh, brezhoneg beleg gwech ebet avat. Bev ha yac’h ar gaoz, hini an harozed hag an tudennoù, brezhonegerien a-vihanik ma’c’h int sañset da vezañ, al lod brasañ anezhe.
E soñj ar skrivagner e oa degas dudi d’e lennerien ha reiñ lufr da yezh e vro keit-ha-keit, en ur dennañ e vad eus kement pinvidigezh sanailhet gant pobl Breizh-Izel, er mare ma veze ar yezh c’hoazh war an holl vuzelloù.

War gein e varc’h-tan emañ Gourlaou, pa ya da’n em goll, en desped dezhañ ’vel ma soñjit, e-kreiz an noz du hag ar maezoù don. Un taol-arnev spontus o tarzhañ, ret d’ar paotr klask goudor en un ti bihan satanazet. Ar pep gwashañ evitañ a vo da zont war-lerc’h…

 Pardon Sant Fiag, 336 pajenn

19 euro kuit a vizoù-kas e ti an oberour

(12,50 euro d’ar varc’hadourien pe all a gavo mat lakaat al levr e gwerzh)

 

SKRIDVARNEREZH

Taoliou troad, taoliou biz-troad, taoliou fizik… en eur ger : un taol kaer !

Ha perag eo bet kemeret Gourlaou evid eun all ? Perag e vez klasket war e lerh, perag kement a reuz war e chouk… Hag eur mor a dud oh en em zifreta evel-se : eun noblañs, eur briz vrezoneger, eur bebrenn, eur c’hi oh ober chiboud, ur gward-mêz gant e fuzul. Paolig, c’hwez an huzil war e horre, Arme Bobleg Breizh.

Ar yezh : eun drugar eo : ha strimp ! Troiou-lavar birvill gante. Ha dao l Krennlavariou forz pegement… Reou goz, ha reou nevez dozvet brao gant an oberour e-unan. Ha feoñv ! poziou-kan ’giz an amann war ar billig. Brezoneg beo, hini mad, hini beuz !

Hag-eñ ne vefe ket an oberour par da Flaubert, a blije dezañ peurlipad e zanvez, beteg distaga e skridou a vouez uhel, en eur pez hag a ree ar “gueuloir” dioutañ ?

Erwan BRENN, Brud Nevez 2008

Ur pezhiad romant eo Pardon Sant Fiag, ur romant faltazi, ur marvailh modern, sur, a ya gant red awen ar skrivagner ha da heul Gourlaou, ur paotr yaouank a gustum mont war gein e varc’h-tan dre Breizh-Izel. Mont a ray d’en em goll er maezioù don. Goudor a gavo en un ti satanazet ha ne vo fin ebet d’e drubuilhoù…

War golo kein al levr ez eus bet skrivet kement-mañ : « E soñj ar skrivagner e oa degas dudi d’al lennerien ha reiñ lufr da yezh e vro keit-ha-keit, en ur dennañ e vad eus kement pinvidigezh sanailhet gant pobl Breizh-Izel, er mare ma veze ar yezh c’hoazh war an holl vuzelloù. »

Al Liamm 2008

Kinniget eo eil romant Erwan Evenou evel “ur romant faltazi penn-da-benn (…). Faltazi dibrenn ha direol gwechoù…” Souezhus darempredoù an haroz, e vignon Gildwen ha Gweltaz, mab ar miliner. Souezhus emzalc’h tud Lanli. Iskis levezon Gwenc’hlan, ar “sorser” kozh, warno. Pe hini an aotrou Beskont a Gerampoulpri, danvez kannad “a-gleiz” ar c’hornad… Souezhus tudenn Tariq-Paol. Iskis an Talbenn evit ar Frankiz hag an Arme Boblek o lakaat o reuz er vro hep na rafe tra ebet bugale Mari Robin. Afer an uraniom klasket gant Urabreizh a c’hellfe reiñ ur seblant a wirheñvelded d’an istor. Bez’ ez eus, ouzhpenn luzietez, ur feulster diroll ha darvoudoù digredus. Ur wech echu koulskoude e soñjer e c’hellfe ar romant-mañ bezañ diazez ul levr bannoù-treset pe ur film hanter “gore” hanter fent. Un oberenn eus ar c’hiz, en ur stumm. Ijin zo enni, sur. Dic’hortoz eo…

Herve LANNUZEL, Pobl Vreizh 2008

Ur micherour eo ar skrivagner hag aze e c’heller lavarout ac’h eus savet ur monumant a-feson. Ul lodenn vras eus da galon e-barzh, ha hi bet o labourat kement ha da empenn. Me ’gav din eo ur gentel vrezhonek a gavo al lenner en da levr, ouzhpenn ar blijadur, ar souezh, ar from a savo ennañ ouzh da lenn.

Per DENEZ (lizher 2007)

N’eo ket didalvoud lenn al levr gant ar pinvidik m’eo geriaoueg ha brezhoneg Erwan Evenou dre vras, ha war kement live yezh a zo. Ar pep bourrusañ eo moarvat lenn brezhoneg pemdez, pe laosk zoken, evel ar galleg a c’hellomp kaozeal war ar pemdez. Kalz a ijin en deus ar skrivagner ivez, o veskañ ar bed normal gant unan dreist-naturel kar-nes ouzh mojennoù ha barzhaz poblek Breizh.

PEVARLAGAD (2009)