Site / Lec'hienn Erwan Evenou

NIKOLAZIG AR BROIOÙ TOMM

NIKOLAZIG AR BROIOÙ TOMM

(romant)

HOR YEZH, 1991

Priz Langleiz 1992

 

 

_wsb_237x339_livre4

            

“Un testeni n’eo ken ar romant-mañ, unan o tezrevell roeñvadeg un toulladig barzhed-en-desped-dezhe a-dreuz ur gouelec’h dourek a c’hwez hag a zaeroù. Ganet eo an holl dudennoù em faltazi, penn-kil-ha-skarboù (e-mod-all ne vije ket ur romant eus al levr !) ; evit an darvoudoù, padal, ne welan hini ebet am be kontet dre an toull gaou (e-mod-all, ne vije ket un testeni eus al levr !)”

Gant ar gerioù-se, war-bouez nebeut, e kemer an istor e lañs. Hanter-hent etre ar vojenn hag an eñvor emañ an oberenn eta. Hag evit an oberour, ganet en harlu dre faot an eil brezel-bras, e tenn-eñ d’ar rummad-se eus hon diaspora a savas er bloavezhioù 50, etre Montréal ha Noumea, Dakar ha Kazablanka, kentañ unvaniezh etrevroadel ar vrezhonegerien yaouank.

Claude BOUVIER, skeudennaouer al levr, agrejet war an arzoù kaer, bet skolaer ivez e Breizh hag en Aljeri, zo mignon a-gozh d’ar romañser, pan deo gwir edont asambles o tispac’hañ hardizh, ur prantad zo bet, evit frankiz ar broioù tomm.

 

Nikolazig ar Broioù tomm, 336 pajenn

19 euro kuit a vizoù-kas e ti an oberour

(12,50 euro d’ar varc’hadourien pe all a gavo mat lakaat al levr e gwerzh)

 

SKRIDVARNEREZH

Eun drugar eo bet evidon an eurveziou aet ganin da lenn ar pez leor-ze. Seiteg-ugent pajenn karget-mad dindan eur golo eun titl frêz warnañ : Nikolazig ar broiou tomm. Ar re-ze ma vo kaoz outo eo broiou Afrika an Hanternoz, an Aljeri dreist-holl e-leh m’eo ganet Nikolazig, e dud o veza du-ze o chom da vare an eil brezel braz p’edo c’hoaz ar vro e dalh Bro-Hall. Petra a hell beza bugaleaj ur paotrig mab da dud “eet d’ar Holoni” ma n’eo ket bernia kasoni an hini eo ouz ar raziged truilhenneg ha kramenneg o redeg en-dro dezañ ha mad, setu toud, da stlepel mein warnañ ?

Ar pez a zo avad, e zaoulagad o tigeri tamm ha tamm, e teu Nikolazig d’en em houlenn hag eur gwir Gall a zo anezañ. Douetañs ebed ken war-ze diwar an deiz ma raio anaoudegez gand e dud-koz genidig ur rumm anezo euz ar Morbihan hag ar rumm all euz Kerne-Uhel. Greet e zoñj gantañ : hiviziken ar brezoneg, yez ar vez, a vo yez e galon.

Charlez AR GALL, Brud Nevez 1991

Setu ur mell levr, ouzhpenn 300 pajenn ennañ, a vent bras ha skrivet bihan a-walc’h. Bez’ ez eo unan eus ar puilhañ levrioù bet skrivet en hor yezh.

Kalz eñvorennoù yaouankiz zo ennañ o vezañ m’eo bet ganet ha m’en deus bevet E. Evenou e Norz Afrika hag ez eo distroet du-hont d’ober skol diwezhatoc’h.

Yezh Erwan Evenou zo pinvidik-mor, marteze re evit ul lenner boutin. Tresadennoù Claude Bouvier, ur mignon d’ar skrivagner, zo deut brav ivez.

Al Liamm 1991

Hentad un den, eus e vugaleerezh d’e oad-gour, desavet en Aljeria, o tizoleiñ bro e dud – Breizh – da geñver vakañsoù bras, o tistreiñ di diwezhatoc’h da vevañ, ha dav dezhañ erfin skarzhañ kuit en-dro da Aljeria evit abegoù politikel. Ar steuenn n’eo ken : reiñ a ra tro d’an aozer da daolenniñ emzalc’h ar Gall bihan a zo eus Nikolazig, ar benndudenn, e-keñver an Arabed, ar fae hag an dispriz a vag evite, ha penaos e tizolo, dre zegouezh ha kent mont da Vreizh, e vreizhadelezh. An dizoloidigezh-se, ur gwall hini da gentañ, a lakay anezhañ da gompren e peseurt sujidigezh ez eo dalc’het an Arabed gant o mistri hollc’halloudek, da veizañ ivez ez eo damheñvel o stad gant hini ar Vreizhiz.

Alan BOTREL, Al Lanv 1991

Plijet-tre on bet gant ar mod kontañ istor Nikolazig. Atav, pe dost, e vez komzet en ur mod farsus a-walc’h. Ar mod kontañ a laka ac’hanon da soñjal en doare en deus graet gantañ Pagnol da gontañ eñvorennoù e vugaleaj hag e yaouankiz.

En ur yezh pinvidik ha saourus-tre eo bet skrivet “Nikolazig ar broioù tomm”. Ne ra ket Erwan Evenou gant gerioù ijinet a-nevez. Prouiñ a ra a-benn ar fin n’eo ket diazezet pinvidigezh ar brezhoneg war gerioù nevez, met war ar gerioù, war an troioù-lavar a zo anezho dija e brezhoneg ar vuhez pemdeziek.

Dav eo lavarout ivez eo bet skeudennet al levr gant Claude Bouvier, en deus bevet ha labouret ivez en Aljeri hag en deus studiet oberenn ar filmour breizhat René Vautier.

Y. J., Pobl Vreizh 1992

Ur mell pikol romant, tev ha danvez ennañ. Brav eo gwelout ur Breizhad yaouank bet en Aljeria o tennañ un dra bennak eus e chomadenn du-hont evel sitoian gall – met evel Breizhad – evit ar brezhoneg. Kenfealded ar pobloù suj. 

Per DENEZ (lizher)

Nag a draoù o sevel, dic’hortoz, war-c’horre ar memor ! Nag a saour ivez gant an holl gerioù ha troioù-lavar bet hadet amañ hag a-hont !

Yann-Ber PIRIOU (lizher)

Un grand roman de plus de 330 pages d’une écriture serrée, un vocabulaire d’une incroyable richesse. Roman pétri d’éléments biographiques dans un cadre événementiel très précis qui nous fait revivre l’histoire contemporaine, en Bretagne comme en Algérie, à travers un certain prisme de gauche.

Curieuse aventure que celle de ce jeune Breton né et élevé en Algérie, puis contraint par les événements à se réfugier dans le pays de ses origines !

Un beau roman, miroir d’une personnalité et miroir d’une vie, fruit d’un immense labeur, un des meilleurs écrits dans notre langue.

Yann BOUESSEL du BOURG, L’Avenir de la Bretagne 1991

In Brittany, where the boy spends his holidays, he is “Nikolazig ar broioù tomm”, little Nicholas of the hot countries. As he learns more and more about his breton heritage, he feels less and less French, and when the Algerians rebel against France, he sides with them.

Nikolazig’s story reads like a chronicle of the Breton movement since World War II, as he recalls the revival of the Breton language, the symbolic bombings of the FLB, the bright hopes of the young intellectuals who founded the Union Démocratique Bretonne. The mere fact that Evenou’s novel has been written and published demonstrates that the feelings which sparked these actions are still very much alive.

René GALAND, Wellesley College