Site / Lec'hienn Erwan Evenou

‘BENN GOULOÙ DEIZ

‘BENN GOULOÙ DEIZ

barzhonegoù


1972

_wsb_233x313_livre3

            “An torkad barzhonegoù-mañ zo bet lakaet hogozik dek vloaz d’e sevel. Tammoù zo labour ur c’hrennbaotr, tammoù zo diwar zorn un den en e oad, reder-bro war ar marc’had. An teir lodenn ez eont da ober ne dint na kar na par kenetreze.

            Koulskoude ez eus bet kavet gwelloc’h o strobañ en ul levr. Rak un ere tanav zo etreze, a vije bet un druez troc’hañ anezhañ” (Ur ger a-raok).

            “Hor pobl a chom mut. Tevel a ra daoust ma n’eo ken evit padout gant ar c’hoant yudal. Douetañs ebet ken eta evit ar skrivagner brezhonek. Sklaer eo an dibab. Mougañ goustadik etre e yezhadurioù hag e c’heriadurioù ha tevel da viken, pe neuze stourm dorn ouzh dorn gant e zanvez lennerien ha yudal ganto a-unvouezh pa vezo deut koulz ar Fest-Noz Veur” (Rakskrid Yann-Bêr Piriou).

            N’eo ket disi ar yezh er barzhonegoù kentañ, reoù yaouankiz anezhe. Padal, lod, tennet eus teirvet lodenn al levrig, zo bet degemeret war-lerc’h gant embannerien eus Pariz pe eus an estrenvro.

 

‘Benn Gouloù Deiz, 56 pajenn

5 euro kuit a vizoù-kas e ti an oberour

(3,50 euro d’ar varc’hadourien pe all a gavo mat lakaat al levr e gwerzh)