Site / Lec'hienn Erwan Evenou

BUGALE MILLIGET AR BARADOZ KOLLET

BUGALE MILLIGET AR BARADOZ KOLLET
(romant)
AL LIAMM, 2018

Er romant-mañ ez eus kaoz eus un amzer gwall drubuilhet en Aljeria. Ur vro bet trevadennet e-pad pell gant ar C’hallaoued ha gwallgaset he foblañs e-doug meur a vrezel da heul.

Anv zo ivez eus ur gumuniezhad vihan a vrezhonegerien o vevañ e kêr Aljer, morse ne vo disoñjet ganto o yezh-vamm hag int-i pell mat eus o bro koulskoude.

Krogiñ a ra an dispac’h da c’hwezhañ. Kalz gwad a vo skuilhet, gwalldaolioù, tarzhadennoù ha lazhadegoù a vo hag ur bern tud a vo diank diwar ar brezel hir ha diboell-se. Aet an trec’h gant emsaverien an FLN, e rank an Treidoù-Du kuitaat Aljeria rak “ar valizenn pe an arched” eo an diskan nevez a vez klevet en Aljer d’ar mare-se.

(pajenn 4 ar golo)

Bugale milliget ar Baradoz kollet, 196 pajenn

12 euro e ti-embann AL LIAMM

SKRIDVARNEREZH

Komprenet e vez gwelloc’h an titl ur wezh echuet al levr. Ur meulgan eo d’al liessevenadur a vleunie e Aljeria da vare yaouankiz an haroz. Padal, p’en em gav lod eus an tudennoù e Frañs e pak ar vro he fegement abalamour d’an degemer euzhus graet d’ar repuidi.

Moarvat en deus puñsaet hardi ar skrivagner en e eñvorennoù evit skrivañ e romant, pezh a ro dezhañ ur blaz gwirheñvel. Met roet en deus ul lod brav d’an ijin ivez, en ur zibab mat e dudennoù evit kinnig ur skeul liesseurt anezho. N’eo ket bet techet d’o gwareziñ betek re, doare ar filmoù amerikan : plijet on bet kalz gant ar fin. Diskouez a ra eo bet kabestret ar steuñvenn hag an darvoudoù, ar pezh a zo dreist.

Mesket e vez brav planedennoù hiniennel hag Istor bras. Tro a ro da anavezout brezel Aljeria eus an diabarzh, ar pezh a gavan splannoc’h eget dre gentelioù istor. Kement-se en ur yezh vrav ez eus kalz kentelioù da dennañ diouti ivez.

Kavet em eus brav, dedennus ha pinvidik ar romant a zegas kalz traoù d’al lenner. Evidon ez eo a-bell hini gwellañ ar skrivagner.

Pevarlagad